
Si le paysan savait produire la quasi-totalité de ce dont il avait besoin, il était malgré tout des objets qu’il ne savait produire et qui étaient l’affaire d’artisans spécialisés : fers pour les sabots des chevaux, sabots pour les pieds du paysan… Le café épicerie permettait de se procurer quelques ingrédients de base et, pour le prix d’un verre de vin, un bon moment de convivialité.
Derc’hel un dachenn war ar pemdez a c’houlenne boud barreg e meur a zomani. Mez goulenn a rae ive kavoud tud a-vicher nepell, tud lïessort ha dijabl a-walc’h, evid kaoud an traoù na c’hellent ket boud graet ged ar beizanted o-hunan. Ha hañval e veze evid ar c’henwerzh. Daoust ma veze produet ar pezh a veze rekiz evid bevañ, red e veze moned ive da brenañ ar pezh na veze ket posubl ober en dachenn.
Pa veze produet ouzhpenn doberoù ar familh e veze posubl moned da werzhañ tra pe dra. Eh aomp da gomz bremañ ag an daou rummad-se : an artizaned hag ar varc’hadizion. Bevañ a raont en tiriad ive, mez pas ataw er gêriadenn. Lod a za beteg ar gêriadenn, meur a wezh. Lod a vez é chom er pennkêr. Lod arall, ar votaouerion, da skwer, a zlea chomel e-tal ur goadeg bennag a-gaoz d’o micher.
Daou rummad a oa neuze : ar re a zae d’ar gêriadenn pa veze an termen. Gouied a raent ar pezh a veze d’ober, akord ged termen ar bloaz. Daoust ma ne vevent ket er lec’h e ouient ar pezh a dremene ennañ. Ar re arall, artizaned pe varc’hadizion, e yae ar peizant d’o gweled lec’h ma oant é chom.