LES CHAMPS ET PARCELLES CULTIVÉES

« Les lièvres gîtaient sans crainte dans les courtils mêmes qui touchaient aux habitations, et dans chaque champ, quand on sarclait les blés, on découvrait des nids de perdrix de douze ou quinze œufs, que l'on respectait religieusement. Les pies, les merles, les grives, les fauvettes, les moineaux et maints autres petits oiseaux de toute sorte, nichaient ».
François-Marie Luzel, Veillées bretonnes, 1879, imprimerie Jules Mauger
Kuitaet hon eus ar gêriadenn, mez tost-mat eh omp anezhi c’hoazh. Sur a-walc’h, daou gant vloaz so, an dud o doa kroget da labourad tost douzh o zïer. Ar lec’h pouezusañ eo, a zegase dezhe eostoù evid magañ an dud hag ar loened, rag pal ar labour-douar neuze a veze boud dizepant a-fed magadur. Ha marse mem e chome gete un nebeud ouzhpenn da werzhañ. Neuze, pa c’hellent gwerzhañ un tammig amanenn, ur banne laezh, un nebeud avaloù-douar, trawalc’h evid prenañ, lakaomp, neud pe “fildefer” (orjal), kalavern.
Perag parselloù ha parkaouier ? N’eo ket diaez da gompren petra oa ur park. Peb park a veze merket er c’hadastr, ged un niverenn. Hag e diabarzh ur park bennag e veze rannoù na vezent ket ne vern pere. Braz a-walc’h e veze ar parkoù evid ma c’helle ur jao krogiñ ged un ant bennag en ur penn anezhe, hag henn achu heb arrest. Lakaad a ra an dra-se ur limit diouzhtu : ur c’hant metr bennag. Evid an digorded, an dra-se a zepante a niver ar parselloù a oa er park, a bermete da lakaad an eostoù da droiñ a vloaz da vloaz. N’ankouomp ket e vezemp neuze ged produadurioù dishañval, desav-loened ha gounid war un dro. Lakaad an eostoù da droiñ a-feson, da skwer, a veze plantañ avaloù-douar lec’h ma oa bet kaol. Hag an troâdur-se a lakae niver ar parselloù da greskiñ. En un dachenn vihan, lakaomp unan un daouzeg hektar bennag, e veze posubl kaoud ugent parsell, evid lakaad ar gounidoù da droiñ aez.
Daw e veze d’an dud neuze koubliñ desav-loened ha gounidoù. Petra a sinifie an dra-se ? Lakaomp e veze eostet edaj diouzh un tu (evid an dud), ha kavet geot ha foenn evid ar chatal. Goude e klaske an dud an tu da goubliñ an traoù-se ged ar pezh na veze ket labouret hag a zegase traouigoù ouzhpenn. Ar pezh a gonte a veze an tachad labouret eh aomp da gomz anezhañ amañ. Lâred a ran labouret, rag labouret e veze an douar, ged toud ar pezh a sinifie an dro-lavar-se. Ar pezh a gonte ive, ne veze ket posubl stagañ peb parsell unan douzh an arall, a-gaoz ma ne vehe ket bet posubl bouljal etreze. Pa arrue ar peizant ged e jao, e veze red dezhañ gelliñ tostaad douzh an tamm douar da labourad. Ar pezh a sinifi e veze gronnet ar parselloù ged bordoù, “ar griennoù” (skrivet grizienn, ur c’hrizienn), ger digomprenet ged an dud a-hiziw). Hañval e veze ar griziennoù-se douzh fraostoù.
Ged ar fraostoù-se tro-dro d’ar parselloù e c’helle ar beizanted embregañ (melead) evel ma karent. Mez ouzhpenn-se e c’hellent ive plantañ gwez avaloù evid kaoud peadra d’ober chistr, ar pezh a verne ur bochad e kornad Langedig. En Normandi ne veze ket evel-se. En Normandi e veze kavet verjeioù braz ha rac’h an avalenned enne. Dre-mañ e vezent lakaet tro-dro d’ar parselloù, ged un nebeud en tachadoù labouret (evid kaoud un tammig disheol), hag ur lod arall en tachadoù chomet dïaret.
Mez ne veze ket disprizet ar fraostoù-se e-kreiz an tachadoù labouret : kentizh an nevez-hañv e tegasent o lod. Henn gwelet e vo tuchant, pa vo anw ag ar rannvloazioù. Ha gwelet e vo neuze penaoz e troe an traoù war an tachad-douar bihan-se, hervez an termen ag ar bloaz : nevez-amzer, hañv, dislost-hañv, gouiañv. Gwelet e vo ar mekanik, ha dija, ged ar peder zaolenn-mañ, e c’heller klask kompren. Ema an eil a-zivoud an nevez-amzer. Pa brezanten an taolennoù-se, meur a wezh e klaske ar beizanted kompren perag em boa laket kaol e-lec’h avaloù-douar.
Er memez termen e c’heller gweled e oa amañ ur barsell ged edaj hebkén, ur barsell hag a oa bet rannet e diw lodenn ar bloaz war-lerc’h. Evid aesaad an troâdur e oa. Setu ar perag. Bremañ e c’hellomp selled douzh an tachadig-se é vevañ, ged e oberezhioù, e lïezimplij, e goubliñ desav-loened/gounid edoù. Sellomp doutañ a rannvloaz da rannvloaz…





