Les connexes

Écoutez le témoignage

0:00 / 0:00
Peinture de Lucien Pouëdras : Le pardon de Lambézégan (Gwil maria kreis est).
huile sur toile
|
26
|
TAILLE
60 x 50
Le pardon de Lambézégan (Gwil maria kreis est)

En dehors du travail quotidien, il y a la vie religieuse, les moments de détente, la vie des marginaux. Ce sont, pour une bonne part, des temps où la rencontre et l’échange sont primordiaux. Dans cette petite société, nul n’est jamais seul longtemps et quand le coupeur de litière n’a plus de passant avec qui discuter, il lui reste un petit oiseau qui gratte la terre à ses côtés.

Ober a ran ged ar ger kenstagoù evid mar a dra. E-tal an dud hon eus komzet anezhe rac’h (ar re vihan, ar re vraz, ar re gozh, ar re dost, ar re bell), e veze tud arall n’eo ket bet komzet kalz anezhe beteg bremañ. Ha tolpet ’m eus-gi amañ. Perag ? A-gaoz ma c’hellan menegiñ evel-se pouez ar relijion er vuhez bemdezieg-se. Ne gomzin ket ag ar veleion, n’eo ket re ma afer, mez komz a rin ag ar relijion ur sort, rag ged ar re gozh kentoc’h e veze douget : ar re gozh eo o doa lakaet ar relijion en o c’hustumoù ha kement zo…

Ouzhpenn-se e oa ar leziroù. Hiziw e kont kalz ar sevenadur, ar leziroù. Gwezharall, ni, ar vugale, e veze red dimp o ijinañ, o fabrikañ hon-hunan-penn, lec’h ma vevemp. Neuze e klaskimp diskoueziñ penaoz e veze tu da gemer un tammig amzer vak, un nebeud leziroù, goude ar labour. Ne veze ket kalz a vomantoù trankil, mez boud e veze anezhe ur sort.

Lakaet ’m eus ive ar re baour. Boud eh eus anezhe hiziw c’hoazh ; anavet int. Mez ned an ket da gomz ag ar re a-vremañ. N’eo ket ma labour. En amzer gwezharall e tae ar re baour beteg ar gêriadenn, heb ober ardoù. Ne ouie ket mem an dud piw e oant-gi. Ar pezh a zo, klask a raent rentiñ servijoù bihan, ha kalavern penaoz e vezent degemeret. Setu perag e seblant din pouezuz komz anezhe evid achu. Lakaet ’m eus rac’h an dud-se e pennad ar c’henstagoù.