Conclusion

Écoutez le témoignage

0:00 / 0:00

C’est la dévastation du pays de son enfance par le remembrement qui a conduit Lucien Pouëdras à tenter d’en restituer l’essentiel. Non qu’il fût contre le progrès, mais parce que ce progrès-là disqualifiait les siens comme son paysage d’enfance. Chaque toile est d’abord une protestation contre le remembrement (certaines toiles montrent qu’un autre remembrement était possible).

Quand Lucien Pouëdras a commencé son travail, on ne parlait pas encore de « biodiversité ». Mais ses paysages n’en restituent pas moins l’étonnant équilibre entre le sauvage et le cultivé, les façons douces de traiter le monde, l’échange permanent entre les hommes et la nature, l’étrange univers quasi disparu des landes, des prairies naturelles et des tourbières où les enfants allaient librement.

Setu graet tro ma zesteni. E 1950 e oa, ur c’hrouadur e oan. Klasket ’m eus diskoueziñ ar vuhez en ur gêriadenn hed-ha-hed ar bloaz, ma zud, ma zud-kozh, ma amezeion : toud emaint aze. A-c’houde 1950 eh eus bet kemmoù braz-braz. Ha diaez eo d’unan yaouank hiziw empentiñ penaoz e veve an dud en amzer-se : ne chom ket kalz a dud hañval er vuhez a-vremañ. Klasket ’m eus roiñ da gompren penaoz e veze buhez pemdezieg hon du-kozh. Ur feson d’o zrugarekaad evid ar pezh o doa laosket genimp e 1950, daoust ma ne chom ket kalz a dra ag an traoù-se bremañ kén.

Gwir eo nen deus ket doujet kalz ar progres d’an natur evel ma oa bet laosket genimp. Ur problem braz eo. Klasket ’m eus prezantiñ evel ma c’hellen ar glad hag an henvad o doa laosket genimp. Re lïez emaint bet foñdet, distrujet. Rekiz eo dimp o adsevel, o c’hempenn en-dro, evidimp da gentañ, mez ive evid respetiñ ar re o doa o laosket genimp.

Ha hiziw ho eus ur skwer a-feson : heni kempenn iliz-veur Intron Varia Pariz goude ar gwalldan. Gwallgaset eo bet un iliz-veur ha kempennet eo bet en-dro. Mez kempennet eo bet en ur glask kavoud en-dro ar re o doa he savet. Ha braw eo gweled eh omp bet gouest d’he rapariñ dre zerc’hel kont ag ar re o doa graet ar labour-sen er Grenn-Amzer. Ya, sur a-walc’h e chom ur bochad traoù dimp da rapariñ, da kempenn pe da sevel en-dro, pa soñjer er pezh am eus klasket diskoueziñ ged ma zaolennoù.