0:00 / 0:00
Le village (du moins celui, typique du Morbihan, tel qu’il existait encore au milieu du XXe siècle) rassemble quelques fermes pratiquant toutes la polyculture-élevage. Les villages sont très semblables dans leur composition et sont reliés à un hameau plus important, situé à environ 2 km, où se trouvent le forgeron, le boulanger, le café, la chapelle et l’école. Une dizaine de ces ensembles gravitent autour d’un bourg dans le cas des grandes communes comme Languidic. Un important réseau de routes et de chemins adaptés au relief permet d’accéder partout.
Les bâtisses s’inscrivent dans un paysage constitué de trois éléments : le village lui-même avec ses jardins, ses petits prés, ses espaces de circulation. Les talus plantés, les arbres fruitiers, la disposition des bâtiments tempèrent les effets des vents soufflant du nord ou de l’est. Il y a toujours un coin à l’ombre quand il fait très chaud et une prairie où parquer provisoirement la jument ou des vaches.
Ma c’hêriadenn : komz a ran a ma c’hêriadenn, e garzhaoueg Breizh, ged he zachennoù bihan evel ataw, ur gêriadenn enni teir, peder pe pemp tachenn arall, an oll é vevañ asambl war ar c’hornad-douar bihan-se. Hag an tachennoù-se, é darempred ged ar re arall, é kenlabourad, é sikour pa vez rekiz, en em gave oll en ur pennkêr (daou gilometr bennag pelloc’h), lec’h ma veze kavet ur bouloñjer, ur gow, ur masoner, un davarn hag ur chapel ive, kredabl, evid moned d’an oferenn, hag ur skol laik, evid ar vugale. Ha pelloc’h eged ar gerlenn-se, mar tolpomp ar c’hornadoù-douar-se, lakaomp un deg bennag anezhe, setu aze kumun Langedig.
Ged an tost ma veze ar c’hêriadennoù-se unan douzh ar re arall, ged o modoù da vevañ ha d’ober, ged ar feson ma oant bet savet, ged o c’hustumoù, e weler aze ar memez framm dreist-ordinel. An oll dud-se a véve memez mod. Ha klasket ’m eus diskoueziñ penaoz e kerzhe an traoù aze e-keñver an amzer a rae, e-keñver ar rannvloazioù, dre livañ « Horoloj ar Parkaouier ». Rag aze e oa ar pezh o liamme. Kaset e veze an dud da labourad edan an amzer a rae, a rannvloaz da rannvloaz hag, ar perzh a zo pouezuz-braz, ged ar voazined (an amezeion). Ar memez traoù a veze graet gete ataw. Pa save problemoù e c’houlennent sikour, kàer pe fall an amzer, rag ne oa ket a dortal aze.
Neuze, war an daolenn-mañ, a zo un « Horoloj parkaouier », em eus mesket an oll rannvloazioù. Deoc’h-c’hwi d’o c’havoud : an hañv, an nevez-hañv… Mar sellit mat e vint kavet genoc’h. Un toer-plouz zo war un doenn. Mez er memez termen e weler ur vaouez é walc’hiñ he dilhad. Komprenabl eo, rag mar gwalc’h he lienoù aze, e-pad un euriad bennag, ema a-gaoz ma kred e c’hello an heol o sec’hañ d’enderw. Ha memez tra, mard eo daet an toer-plouz, n’eo ket goude un taol pellgomz ! Daet eo a-gaoz mar goui eh eus plouz douzh henn gortoz, just èl pa vehe e doenn-eñv. Arru eo an den. Digoret en deus an doenn, rag ma oui ne ray ket glaw an noz-mañ. Hag er memez termen e weler tud éc’h ober war-dro ar gwinizh-tu, rag gi ive o deus komprenet an amzer memez mod.
Ha pesort amzer ? E diaz an daolenn em eus livet un nebeud sinoù hag sikoure an dud da zivinañ an amzer a rahe an deiz àrlerc’h. Ouzhpenn labourad an deiz mad, gouied a raent penaoz e vehe an amzer durant an tri deiz da zoned goude. A-gaoz ma o doa gwelet « an touliru »” (an torig-ruz) pa yae da gousked e fin an devezh. Rag ma o doa gwelet un touseg d’enderw-noz. Dre ma sellent douzh bokedoù an hañv, hervez penaoz e oant, pe bokedoù arall en-dro dezhe, pe ar laboused é tremen, mard aent douzh tu ar mor pe douzh tu an Argoad. Ar pezh a zo sur, ged ar memez amzer ataw e raent rac’h. Ha n’eo ket drol o gweled ober ar memez traoù oll, rag an amzer eo a veze mestr warne.
Evid pezh a sell an noz, livet eo bet genin ged ar sav-heol. Ne vez ket gwelet war an daolenn, mez da noz e kousk an dud, e gwirionez. Ne veze ket graet netra da noz. Kousked a rae ar loened, kousked a rae an dud. Hag an deiz àr-lerc’h da vitin e kroge peb unan en e lod edan an amzer a rae, an amzer a vo, ar rannvloaz. Setu.



