
Le témoin qui ordonne les toiles de Lucien Pouëdras, c’est d’abord l’enfant qu’il a été dans les trois espaces différents où s’est déroulée sa vie : celui de l’école (un espace que ses grands-parents n’ont pas connu), celui de sa famille (grands-parents et voisinage inclus) et, enfin, celui où, souvent avec d’autres enfants et parfois seul, il bénéficiait d’une liberté peu commune de nos jours. C’était le temps où les enfants pouvaient se déplacer librement dans un rayon de 3 km autour de leur maison.
An test amañ ’vo ar c’hrouadur é komz. Normal eo neuze din roiñ ur lec’h braz a-walc’h d’ar vugale. Dreist-oll hiziw, mar klask bugale arall gouied petra a c’helle ober ar vugale e 1950. Komzet hon eus ag ar vugale dija, p’hon eus komzet ag ar monedone. Sur a-walc’h e kerzhe hag e rede ar vugale evel ma ouiont ober, hag er spasoù a oa o re en amzer-se.
Mez amañ e sellimp douzh ar vugale war liveioù dishañval, ar pezh na c’hell ket boud hiziw. Evid tud ma rummad, ar pezh a oa nevez a oa ar skol dre red. Ha setu aze un tachad nevez, heni ar vugale er skol, ar pezh na oa ket bet gwelet na ged ma zad-kozh na ged ma mamm-gozh. Setu perag em eus lakaet ar skol a-gostez. Goude e vo sellet douzh ar vugale en dachenn. Aze (ar pezh na veze ket posubl en ti-skol), e vezent ged o zud, o zud-kozh, o voazined. Ar pezh na c’hell ket boud hiziw naket.
Etre an daou benn-se e veze emren ar vugale. Emren, ur ger pompaduz marse, mez e gwirionez, evid traoù zo, n’en em gavent ket na dindan lusk ar skol, dindan aotrouniezh o mestr, na muioc’h dindan doberoù an dachenn e oant lodeg enni. Setu an tri live da gompren.